Des idées de lecture pour ce début d'année !
"Enizenac'h,enezennig 7 km a hirder, zo unan eus ar re gaerañ er Mor Bihan. Bevañ a ra gant an douristelezh hag ar sevel istr. Gouez pe glas eo he aodoù.
He rozioù hag he ziez a ziskouez un enezenn sioul ha plijus. " En dremmva-se leun a vojennoù e oa bet divizet gant ur skout yaouank, Angelino, da dremen e vakañsoù hañv. Met traoù iskis a vo gwelet gantañ da vare un nozvezh arnev : mont a ra ur vaouez hag ur gwaz diwar wel dirazañ e dourioù ar Mor Bihan.
Angelino a gont e istor d'unan kozh war an enezenn. Hemañ a ya da gontañ d'an holl war an enezenn eo MOJENN ENIZENAC'H zo o tont en-dro eus an amzer dremenet. Hegaset eo Angelino gant an dud daoust d'ar pezh zo bet dizoloet gantañ antronoz el lec'h ma oa aet an dud diwar wel.
Goulenn a ra sikour digant e vignoned : Vick, Vicky ha bagad ar bleizi gwenn. Met ur wezh degouezhet war an enezenn, lod anezho a ya diwar wel ivez.
Daoust hag e vefe satanazet an enezenn ?
Daoust hag e vefe gwir ar vojenn en ur mod bennak ?
Kit da heul Vick ha Vicky evit an dro-gaer-mañ zo leun a arnevioù hag a gevrinoù : " Aet diwar wel war Enizenac'h ".
Correspond au tome 3 français : les disparus de l'île aux Moines.
Il n'y a pas encore de discussion sur ce livre
Soyez le premier à en lancer une !
Des idées de lecture pour ce début d'année !
Si certaines sont impressionnantes et effrayantes, d'autres sont drôles et rassurantes !
A gagner : la BD jeunesse adaptée du classique de Mary Shelley !
Caraïbes, 1492. "Ce sont ceux qui ont posé le pied sur ces terres qui ont amené la barbarie, la torture, la cruauté, la destruction des lieux, la mort..."