Taïna, indienne des Caraïbes, a été instruite dès son enfance pour devenir chamane, mais Christophe Colomb et les Espagnols arrivent...
Tremen vakañsoù an hollsent d'ober poelladennoù randonus ? Kenkoulz disoñjal blaz ar blijadur. Trawalc'h eo bezañ perc'hennez ul levr-hud evit en em zizober eus an deverioù, a soñj Sally.
Met sorserez yaouankañ Kerlutig, diampart ha diskiant, he deus an tech fall da lakaat an troad er c'hudennoù ! Gant skoazell ur c'hazh flapour, ur vignonez ijinus hag un tropellad gwrac'hed trelatet, eo prest da dalañ ouzh nerzhioù an douar hag an neñvoù.
A-hed he skoliatañ eo bet Loeiza an Duigou e Diwan. Ar brezhoneg hag istor an arzoù he deus studiet goudese, e Roazhon. Er penn-kentañ eo bet ar skritur un afer a bariadenn ganti hec'h-unan, skrivañ un istor eus ur penn d'egile e yezh ar c'h, ar ch hag an ñ evel-just. Ul levrig he deus skrivet neuze, anvet Rampo, embannet gant Al Liamm. Abaoe ar prantad-se e tremen Loeiza an Duigou hec'h amzer o c'hoari kartoù en ur evañ cappucino, hag o skrivañ ha deskiñ en ober. Fellout a ra dezhi treuzkas fromoù ha santadurioù ken kreñv hag ar re a c'heller bezañ treuzet ganto pa 'n em souber e bed al lennegezh evit ar re yaouank, al lennegezh faltazi pe voliac'h.
Il n'y a pas encore de discussion sur ce livre
Soyez le premier à en lancer une !
Taïna, indienne des Caraïbes, a été instruite dès son enfance pour devenir chamane, mais Christophe Colomb et les Espagnols arrivent...
Une belle adaptation, réalisée par un duo espagnol, d'un des romans fondateurs de la science-fiction, accessible dès 12 ans.
Merci à toutes et à tous pour cette aventure collective
Lara entame un stage en psychiatrie d’addictologie, en vue d’ouvrir ensuite une structure d’accueil pour jeunes en situation d’addiction au numérique...